Overblog
Editer l'article Suivre ce blog Administration + Créer mon blog
Bezañ Brezhon a laka Breizh da vevañ.

Danevelloù berr, barzhonegoù flour, kanaouennoù dispar, keleier ha preder...

Danevell III

III – Digwener, nav eur diouzh an noz.

 

En noz-mañ, bez' e oa kement a dud en davarn hag a entan e kalon Mikael. Da lavarout eo, kalz ! Digwener noz a oa erruet, erfin ! C'hoant gantañ da gas anezhi en ul lec'h darempredet gant un niver bras a dud, dezhañ ha d'e vignoned da ober trouz hep bezañ ankeniet ouzh en ober. Na pegen ledan e vousc'hoarzh pa 'z ejont tre er pub O'Conell ha pa 'z eas-eñ neuze da c'hourc'hemenn pevar chopinad korev melen d'an tavarnour, a ziskoueze-eñ bezañ foulet gant e labour met ken laouen arall da labourat fenoz. Mikael a ouie ne ouie ket perak e oa laouen fenoz, bez' a vez nozvezhioù evel honnezh ma ra vad mont er-maez eus e doull eta, hag en em lezel da vont e-kreiz ur cholori bourrus, evel m'en doa ar gwir da vevañ, eñ ivez, ha da dañva plijadurezioù ar vuhez. Mael e gomper kozh en e skoazellas da gas ar banneoù leun-mat betek o c'horn taol e-kichen ar voger kinklet a vannieloù keltiek a bep doare, e-keñver, met a-bell, dor an davarn.

« Yec'hed mat d'an holl ! A daolas Mikael d'an tri arall a respontas dezhañ, mall warno evañ, savet o chopinadoù ganto.

-N'eo ket droug e ra bout degouezhet, taolet ma fouez war ar c'hast a gador-se, malarc'h toui ! A gendalc'has Kolaz o sellout ouzh teir flac'h o vont tre d'o zro er pub. Opala, ha merc'hed a zo fenoz ouzhpenn tra...

-Aha, n'eo ket evit-se e vimp dimezet warc'hoazh evel-kent ! A eilgerias Mael war don ar gaozedenn aet mat.

-Sur eo ha n'eo ket marteze, rak me 'raio teil tomm betek kreisteiz d'an nebeutañ, 'ran ket forzh, eme Vikael, fenoz ne lakain ket ur berad e-kichen. Pebezh gast a sizhun evel-kent. »

Souezhet-laouen e c'houlennas Kolaz outañ lavarout muioc'h diwar-benn ar sizhun a oa o paouez echuiñ. Ne oant ket en em welet abaoe an digwener a-gent, dres. Hag evel-se, a lommadenn da lommadenn, a lonkadenn da lonkadenn, bourrusoc'h pep hini anezho eget ar re arall, sevel a rejont da c'hourc'hemenn an eil troiad. Gant-se ez ejont da vogediñ pep a sigaretenn war al lec'h-butuniñ, a oa un tammig siouloc'h eget an diabarzh tomm, daoust d'an daou zen azezet e deun al lec'h a oa o klask kanañ un ton gallek brudet ha ken brein arall. Dedennusat tra avat, degouezhout a rejont hogos penn-ouzh-penn gant an teir flac'h yaouank a oa bet gwelet un ugent munut bennak a zo. Ronan, an ambac'hañ eus ar pevar, a c'houlennas skañv-diaes e vouezh ouzh e vignoned :

« Selaouit 'ta paotred, peseurt ton droch emañ an daou zen a-hont o vouskanañ ? Ha pebezh tres warno !

-Me n'on ket deuet d'o selaou », eme Vikael ez-laouen o treiñ adarre e selloù war-du ar merc'hed. Hag ur soñj a savas en e empenn bihan.

« Klaoustre, paotred, e c'hallfemp merc'heta fenoz ! »

C'hoarzhin a rejont-holl a greiz kalon adarre, a-raok da Golaz da respont dezhañ a-selloù dedennet gant ar soñj-se :

« Din-me, mat eo, met ned in ket a-raok ar pevare chopinad, d'an nebeutañ.

-Aio memestra, moian 'vije diouzhtu, eme Vael oc'h izelaat an ton. Gwir eo evel-kent, me 'lak klaoustre e vefent-int lentoc'h egedomp-ni, p'emaomp paotred, ha pevar ac'hanomp.

-A-du krenn on-me, a gendalc'has Mikael oc'h uhelaat ton ar gaozedenn a-ratozh-kaer.

Tennañ a rae war e sigaretenn o c'hwezhañ en-dro ar voged a-us d'an holl dud, fougaser ma ouie bezañ d'ar gwener noz. Da vrabañsal un tammig muioc'h dirak e gileed met dreist-holl dirak an teir flac'h, ha ne oant ket ken koant a se evit ober gant gerioù ar wirionez, distagañ a reas poz kentañ ur ganaouenn vrudet :

« Gwir Vretoned, tud a galon war-sav !... »

Hag i, an holl a-gevret war un dro, tommet o divskouarn gant an eil banne kaset d'an traoñ :

«...Da ganañ gloar, da Vreizh hor bro ! »

Tennet e voe neuze evezh ar merc'hed, ha klevet e voe unan o lavarout d'he div vignonez :

« Bon les filles on va changer de bar, je les connais, ses quatres-là sont des crétins. Ils se la pètent à chanter en breton et une fois qu'ils sont saoûls ils viennent te dire que tu es une jolie fille. »

Hag int kuit.

Mikael, Mael, Kolaz ha Ronan a davas, n'eo ket e oant mezhus dirak an holl, met memestra.

Partager cet article
Repost0
Pour être informé des derniers articles, inscrivez vous :
Commenter cet article