Overblog
Editer l'article Suivre ce blog Administration + Créer mon blog
Bezañ Brezhon a laka Breizh da vevañ.

Danevelloù berr, barzhonegoù flour, kanaouennoù dispar, keleier ha preder...

Danevell V

V - Ar plac'h a oa deuet.

 

Trouz a oa e sal vras preti ar skol-veur, kement a dud entanet gant o bloavezhioù yaouankiz disoursi ma oa, ha Mikael, ken boazet, ne daole ket pled. Sellout a rae e-barzh e blad hag e tebre e bred, sioul, ha marteze un tamm enoet ivez. Bez' e oa o paouez kregiñ en e aval glas da zibenn-pred pan en em blantas ur plac'h dirazañ, he fladenn en he daouarn hag ur mousc'hoarzh war he dremm yaouank.

« N'eus den amañ? » a c'houlennas-hi digantañ o tiskouez ar gador goullo a oa e-tal dezhañ.

« Nann », a respontas hor Mikael. « Nann, n'eus den. »

Ha neuze e taolas he fouez skañv gant evezh dirazañ. Ur plac'h evel ar re arall a oa anezhi, bihan a vent, blev kistin, daoulagad glas, ur roched karrezet ruz ha du giz reoù amerika war he c'hein. Nemet e oa mousc'hoarzhus ha ne ziskoueze ket bezañ ambac'h evel darn vrasañ ar studierion. Diouzhtu e toullas kaoz gantañ, en he aes e oa evit doare evit mont e darempred gant an dud arall. Ur santad blijus a savas e kreizig-kreiz ar paotr, a selle outi o soñjal da gentañ-penn en un dra hepken, ô n'eo ket un dra lous evel ma c'hallfec'h-c'hwi soñjal, nemet ne fell ket din livañ gevier deoc'h, gouzout a reomp-holl e klask gouzout ar paotr yaouank ouzh ar plac'h yaouank hag-eñ e vefe diouzh e zoare, hag heñval eo gant ar merc'hed, n'en em chalomp ket. Da betra arall e servijfe ar skol-veur ma n'eo ket evit sevel koubladoù nevez ?

« Gant peseurt danvez emaout ? » emezi.

« E kevrenn ar brezhoneg, en aotreegezh » emezañ.

« Oh, ne ouien ket e oa eus ar brezhoneg er skol-veur. Me ivez am eus bet kentelioù brezhoneg pa oan er skolaj, met disoñjet pep tra ganin ! »

Ha dao d'ar gaozedenn diwar-benn diwelusted ar brezhoneg er gevredigezh ha rouested an dud a ra gantañ. Displegañ a reas goude e oa-hi o paouez erruout amañ e Roazhon da heuliañ kentelioù saozneg. Dont a rae eus Dinan, ur breur he doa ivez er skol-veur, ur c'hi er gêr, plijout a rae dezhi an erc'h er goañv met ken rouez hag ar vrezhonegerion e oa deuet da vezañ gwelout erc'h er goañv. Beajet he doa e Bro Saoz, e Bro Skos hag e Bro Iwerzhon en he buhez, broioù a vourre dre ma tennent da Vreizh. « Ur perzh boutin ganin » a soñjas Mikael a glaske kavout ar pezh a c'hallfe e zedenniñ enni, estreget he braventez a blac'h, anat deoc'h. Teurel a reas ur sell ouzh e bellgomz hezoug, hag e-se e lavaras ar plac'h :

« Ur gentel az peus marteze ? »

« Ya, da nemet kard, ha nemet ugent eo dija ! » eme Vikael. « N'em eus ket gwelet an eur o tremen », gwir eo e tremen fonnusoc'h an eur pa vezer oc'h eskemm gant un den evelti.

Int o-daou a savas eta hag ez ejont kuit. Edont o kerzhout er-maez pa c'houlennas-hi petra a oa anv Mikael.

« Mikael », a respontas Mikael. « Ha te ? »

« Me zo me Tifenn, hag emaon o chom just-aze, e lein ar savadur-mañ ». Diskouez a reas gant he dorn dehou ur savadur disliv hag uhel a-walc'h bet graet a-ratozh evit ar studierion deuet da Roazhon da glask kompren un dra bennak eus ar vuhez, da gas an amzer, da glask o fortun pe kement displegadenn a blijfe deoc'h kavout.

« Ma, dav din mont eta, Tifenn. Marteze en em welimp en-dro, pa 'z out gant ar saozneg e vi o kantreal e savadurioù kevrenn ar yezhoù, eveldon. »

« Ya, emichañs, plijus e oa komz ganit Mikael. Kenavo dit enta. » Hag hi kuit. Hag eñ kuit. Ha pep tra kuit. Netra da ober, dav da bep hini mont en-dro gant e damm buhez, ha mont diglemm mar plij ganeoc'h ! « Daoust hag e welin anezhi en-dro un deiz bennak ? » a c'houlennas Mikael outañ e-unan, ur santad lirzhin ha skañv en e galon, o c'hwitellat ton « Rouanez karet an arvor ». Hogen, an amzer dazont a ouie ar respont : Siwazh dit, ne ri ket, Mikael.

Partager cet article
Repost0
Pour être informé des derniers articles, inscrivez vous :
Commenter cet article