Danevelloù berr, barzhonegoù flour, kanaouennoù dispar, keleier ha preder...
8 Octobre 2015
Ar sistraoueg vras.
Mikael a oa o komz gant ur c'homper kozh dezhañ war facebook. Pell zo ne oant ket en em welet, met bremañ ma oa o chom e Roazhon eveltañ e oant evit en em zaremprediñ en-dro. Pedet e voe gantañ da dremen en e di eta dre ma felle da Wendal prenañ ar bladenn sonerezh e oa o paouez enrolliñ. « Kemer ar c'harr-boutin linenn unan e plasenn Santez Anna ha diskenn e Turmel, dont a rin aze d'az kerc'hat » en doa skrivet dezhañ. « Mat tre, daoust ha mat eo e teufen da beder eur ? » « Ya, peder eur, mat tre, ken bremaig eta ». « Ken bremaig ». Ha setu paket an emgav. Amzer en doa da dremen en-dro d'ar gêr da gemer ar bladenn nevez, ar pezh a reas just a-walc'h, a-raok mont da blasenn gozh Santez Anna a oa ur chanter bras warni abaoe un nebeut mizioù. Iskisat spesad eus mab-den ! A soñjas Mikael o welout al labourioù ; atav o fiñval, oc'h ober traoù, o sevel tiez nevez, o toullañ an douar. Ne c'hallfe ket chom sioul ur pennadig ?
Pa zegouezhas war boulouard bras Gwitreg e oa erruet e vignon endeo, o c'hortoz e oa en ur bihan a garr-tan gwenn, pegsunet ur « bzh » e lec'h an « f » boaz war e blakenn-varilh a-dreñv. « Eñ eo ! » Sevel a rejont er c'harr int o-daou goude bezañ saludet o adkavadenn vignoniezh ha komzet ur vunutenn bennak, ha int kuit war-du ur ranndi ken gwenn ha bihan all.
-Erruet omp, kae e-barzh 'ta, ha na daol ket pled war an dizurzh. Un tammig moc'h-ha-marc'h an traoù met n'em eus ket bet amzer da gempenn.
-O n'eo ket me a vo chalet, n'on ket ur plac'h a vefes o klask tapout, na ra ket bil.
O paouez gwelout ur pakad c'hwec'h korev « Dremmwel » e oa pa ginnigas Gwendal dezhañ azezañ ouzh taol hag evañ ur banne.
-Laouen, emezañ o teurel e bouez, ha dal evidout ar bladenn dispar hag hollvrudet am eus graet, a gendalc'has Mikael war don ar fent, o tennañ diouzh e sac'h ar bladenn.
-Dreist ! A estlammas e gomper. Hag e brezhoneg hepken ouzhpenn, mall warnon selaou ! Selaouet em eus ur ganenn pe ziv endeo, eus ar re az peus lakaet war youtube, siwazh ne oa ket dreist abalamour d'am urzhiataer kozh. Ne ya ket forzh mat en-dro. Met dreist-holl, bet on er beure-mañ o prenañ an daou selaouer bras a welez aze, ha dispar ar son anezho. Klevout a ri.
Ur c'hard eur goude e oant eta o selaou ouzh kanaouennoù Mikael pa zigorjont o eil banne « Dremmwel ». O vutuniñ e oant war un dro, laouen da vezañ en dibenn-seizhun. Tremen a rae an amzer ha goulou an heol a oa o vont war wanaat pa lavaras Gwendal e c'hallfe Mikael chom da zebriñ mar karfe chom ur frapadig c'hoazh. Asentiñ a reas ha neuze, pa oa an amzer da vevañ dirazo, digoret e voe ur voutailhad sistr. O tiskouez luc'hskeudennoù war facebook e oa, eñ hag e vignoned nevez eus ar skol-veur e oa, hag o fardañ an tammig pred a vefe o hini war un dro.
-Hennezh zo Paol, hennezh zo Edern, int ivez a zo bet e « Diwan », met e Gwened e oant.
-A ya, ha te a oa e skolaj Kemper se an hini eo ? A c'houlennas Mikael o kas d'an traoñ ur banne sistr melen alaouret flour dibar eus rannvro Roazhon.
-Ya, Kemper. Digarez n'em eus ket goulennet ouzhit ha plijout a ra dit ar c'hrok-meusieu ?
-Hag e ra !
Goude debriñ e oa noz anezhi. Dek eur diouzh an noz e oa, soñjal a reas Mikael e vefe marteze poent mont en-dro d'ar gêr.
-Evel ma fell dit, a respontas e gomper. Nemet am eus aon ne vo ket kalz a girri-voutin ken d'an eur-mañ, pe e rankfes gortoz un hanter eurvezh bennak, er-maez, er yenijenn. A-hent-all e c'hallfes chom da gousket amañ, plas a zo.
-Ya, ma, gwelet e vo. N'ouzon ket re...
Gwir eo e oa un tamm tomm e zivskouarn, hag ar werennad whisky e oa o paouez lonkañ a verve a-walc'h en e greiz.
-N'eo ket fall eo da whisky ! Peseurt merk an hini eo dija ? Lavaret 'peus din tuchantig met disoñjet ganin !
-« Eddu », unan breizhat na petra 'ta ! Unan all 'po ? Me 'mo, gwir eo eo mat da vat !
Poan benn bras a oa da Vikael. En e wele e oa ? Pet eur e oa ? Penaos e oa deuet en-dro betek e ranndi ? Da bet eur ?
-Gast. O prezeg e oamp ha goude...
Adwelout a rae en e benn kaezh gwallgaset goulou un toull-noz bras, sonerezh trouzus-abominabl, merc'hed yaouank, e gomper o vousc'hoarzhin hag o kanañ « Vivent les Chouans du Morbihan » d'an holl dud a oa o korolliñ gant arz trouzek David Guetta...
-Toui... sevel... evañ dour. Kousket c'hoazh.