Overblog
Editer l'article Suivre ce blog Administration + Créer mon blog
Bezañ Brezhon a laka Breizh da vevañ.

Danevelloù berr, barzhonegoù flour, kanaouennoù dispar, keleier ha preder...

Danevell VII

Hi.

 

Du-hont e oa, mousc'hoarzhus dirak an nor-er-maez a-gleiz. An hini vravañ e oa e-touez he mignonezed. Edo o paouez he spurmantiñ pa echuas ar gentel hag ar c'helenner da reiñ alioù diwezhañ evit an arnodenn vras a oa bet raktreset a-benn ar seizhun o tont, met Mikael ne oa ket ouzh e selaou ken. Santet en doa e galon o kouezhañ izel tu bennak etre e stomok hag e vouzelloù, santout a rae bremañ ur berad c'hwezh o tiskenn hed-ha-hed kroc'hen e gorf ha lakaet diaes e oa. Daoust hag-eñ e kredo mont d'he gwelout ? Setu meur a viz en doa c'hoant anezhi, meur a viz ma oa dedennet ganti, pa soñjer en doa ar paour-kaezh soñjet enni en hañvezh-pad.

 

Gouzout a rae e c'hallfe bezañ aes mont dezhi, ne oa netra nemet he saludiñ, toullañ diviz ez-jentil, diskouez dezhi e oa eñ amañ ivez, ha n'eo ket evel an holl baotred droch a veze bodet tro-dro dezhi o lavarout n'eus forzh petra, o paboriñ, o vrabañsal ha me oar. Gouzout a rae e oa-eñ koshoc'h egeti hag e vije lakaet diaes gantañ, hep fougasiñ betek re, met gwir e oa ! Ur plac'h yaouank nevezerruet en ur skol ken bras he dije traoù da zizoloeiñ, gallout a rafe-eñ bezañ he heñcher marteze, ma kredfe, paneve e veze ambac'h diouzh an deiz, hor fougaser eus an digwener noz !

 

Pa goune en doa hunvreet enni ken alies e teue ruzder ar vezh d'e zivjod, perak e vez ken start mont d'ur plac'h e gwir pa vez ken aes en hunvreoù, direizh e vefe ? Direizh e oa, daoust ha ne oa ket Mikael dellezek anezhi ? Nann, ne oa ket, a soñjas dezhañ. Ne oa nemet un den evel ar re arall, divrud, difent, dinetra, ha mat pell zo, pa oa-hi koant evel un « ael-Doue », evel ma lavare kanaouenn « Metig ». Yaouank ma oa, tres ar c'hoant berv-birvilhek da vevañ warni. Re a lorc'h ennañ ? Re a vezh kentoc'h ? Ne ouie ken.

 

Dastum a reas e zafar, hep diskregiñ e selloù diouti avat, betek gouzout e savfe he selloù outañ ken c'hoantek eveltañ, met ne reas ket, ha mont a reas d'an trepas goustad. Kerzhout a rae e-unan, gorrek, e-touez an holl studierion dibreder, o sellout ouzh e dreid pa oa an dorioù-er-maez o tostaat, ha...

 

Treiñ a reas en nor-er-maez a-zehou hag e tistroas d'ar gêr. Warc'hoazh e kredo, a-dra sur...

 

 

Partager cet article
Repost0
Pour être informé des derniers articles, inscrivez vous :
Commenter cet article