Overblog
Editer l'article Suivre ce blog Administration + Créer mon blog
Bezañ Brezhon a laka Breizh da vevañ.

Danevelloù berr, barzhonegoù flour, kanaouennoù dispar, keleier ha preder...

Sketla Segobrani adembannet

Sketla Segobrani adembannet

Petra eo "Sketla Segobrani"?

Ur romant a vojennoù a c'hallfemp respont, bet skrivet gant Frañsez Vallé, Emil Ernod ha Meven Mordiern, bet embannet dindan stumm teir levrenn er bloavezhioù 1923, 1924 ha 1925. An tri skrivagner-se a zo brudet en istor hor yezh da vezañ adnevezet ar brezhoneg en o mare o krouiñ ar brezhoneg "K.L.T." e 1907. Ouzhpenn da-se e oa anezho tri arbennigour war an istor keltiek. Komz a raent ivez yezhoù ketliek arall.

Ar soñj a oa o hini o sevel "Sketla Segobrani" eta a oa, evel-just, embann un oberenn vrezhonek nevez hag unanet, graet gant ur brezhoneg klasel, a vefe yezh diazez an holl Vrezhoned. An eil tra a sell ouzh pal al levr e-unan, an istor a zo e-barzh. Evel m'emañ diazezet Menoz Broadel Bro Sveden war meurzanevelloù ar Vikinged, diazezet e vo Menoz Broadel Breizh war meurzanevelloù an Hengelted.

Pal pennañ "Sketla Segobrani" eta a zo krouiñ un emskiant broadel d'ar Vrezhoned, emskiant a skofe war krouidigezh ur Vro Vrezhon distag diouzh Bro C'hall, ha modern. Kudenn vras an emsav an hini eo: strolladoù brizhbolitikel a glask komz ouzh ar bobl, met ar bobl ne ra ket forzh, ne oar ket e vefe eus un emsav brezhon zoken, rak n'en em sant ket brezhon. Spered ar bobl eta a zo da vezañ cheñchet, a zo da vezañ brezhonekaet. Ar brezhonekadur-se a rank bezañ diazezet war daou dra bennañ: Ar brezhoneg hag an emskiant keltiek.

"Sketla" a dalvez "Kontadenn", ur ger a orin kembreat, pe predeneg kozh. Ha "Segobrani" a zo evit "Segobranos", anv penndudenn an istor a gont deomp e droioù-kaer. Mont a ra da vale dre-holl an Europ kozh, ha kontañ a ra buhez ar pobladoù kozh, o emgannoù, piv a vez trec'h ha piv a vez koll. Ar re wellañ, anat deoc'h, a zo ar pobladoù kelt rak deuet int a-benn da dreuzvevañ betek hiziv-an-deiz.

Gwech ebet n'eo bet adembannet, siwazh!, ken eo deuet diaes-kenañ kavout al levr-se. E gavet em boa war internet, prenet evit dek euro ha pevar-ugent ganin, hag
adskrivet em eus anezhañ e brezhoneg peurunvan. Tennet em eus an notennoù a veze (betek re!) e traoñ pep pajenn, evit skañvaat al levr, dastumet em eus an teir
levrenn en unan, hag adlakaet an holl dresadennoù a oa er stumm a-orin. Graet e oant
bet gant un den anvet James Bouillée, hag a oa ezel eus ar "Seizh Breur" ma ne fazia
n ket.

Livirit din mard oc'h dedennet! Skouerennoù da werzhañ am eus moullet.

Partager cet article
Repost0
Pour être informé des derniers articles, inscrivez vous :
Commenter cet article