Overblog
Editer l'article Suivre ce blog Administration + Créer mon blog
Bezañ Brezhon a laka Breizh da vevañ.

Danevelloù berr, barzhonegoù flour, kanaouennoù dispar, keleier ha preder...

Danevell berr I

I - Distro Mikael ar Boulc'h e Roazhon.

Mikael a gont an istor-mañ.

 

Edon o sellout ouzh he c'hi. Edon o c'hortoz un sms. Edon o skrabat ma fenn. Edon o huanadiñ. Edon o kavout hir an amzer. Sellout a ris outi, gwir eo e oa koant. Buan e trois ma selloù war-du gwerenn zu an noz glebiet avat, n'eo ket seven chom re bell o sellout ouzh ar merc'hed yaouank dianav, lakaat a ra anezho diaes peurliesañ, kement ha me n'eus forzh penaos. Hir an hent betek Roazhon memestra.

A ! goulou gwenn bihan ma fellgomzer a zeuas war enaou, ar respont ! Dudiusoc'h an hent betek Roazhon a-daol-trumm. « Da gompren a ran, din-me ivez e oa bet start=) » Ha dao d'an diviz smsel gant ma mignonez a-gent. Ur sonadeg am boa graet dec'h da noz ha deuet e oa d'am selaou. Jentil eus he ferzh a c'hallfemp lavarout, nemet n'eo ket dre zegouezh e oa deuet evel-just. Hag aze, fenoz, santout a raen e klaske sevel liammoù en-dro ganin. Marteze ne oan ket fin o respont dezhi, ouzh he lezel da grediñ he dije ur chañs arall ganin, hogen da gomz didro deoc'h e oa me en doa torret c'hwec'h miz zo ha gouzout a raen perak, ha ne oa netra cheñchet fenoz, koulskoude e responten dezhi. Dre ma 'z eo sevenoc'h respont ? Dre ma n'em boa netra arall da ober ? Dre ma vijen c'hoazh dedennet ganti e mod pe vod ? Ne ouien dare. Ne felle ket mui din prederiañ, na bezañ prederiet gant seurt soñjoù droch a vir ouzhomp da ober tra-pe-dra a-benn ar fin. « Deomp dezhi ha gwelet e vo », a soñjen hiviziken. « Ha neuze, hervez doare 'peus ket kavet da fortun c'hoazh du-hont e Roazhon ? » a c'houlennas-hi diganin. « Nann, gwir eo... Ma anaout a rez, lent e ouian bezañ gant ar merc'hed.» a respontis-me dezhi. Onest e oa d'an nebeutañ. Ur perzh hag a blije din, me gred.

Gortoz a raen en-dro he respont. Hir e veze-hi da respont atav, ha da ma soñj e rae a-ratozh, he anavezout a raen a-walc'h. Lennet he doa en un tu bennak e oa un dra vat lakaat ar baotred da c'hortoz a-raok kas ur gemennadenn en-dro dezho, evel-se e oant o c'hortoz hag o c'hortoz hag edont neuze o soñjal er plac'h hag o kaout c'hoant anezhi. Ken sod e oa din-me ! Erfin, evel-se emañ ar bed, a-dreuz hag a-hed. Ha neuze e sellis adarre ouzh ar plac'h a oa o skrivañ e-kichen, staliet ouzh an azezenn en tu arall d'ar vanell. Diskouez a rae bezañ cool, sioul, speredek, reizh. Plijout a rae din, met tu ebet da gomz ganti. Penaos ober, sed-aze seurt traoù ne oan ket evit ober, mont d'ur plac'h evel ma oa un dra aes d'an holl. Ne vern. Erruet e oa an tren e ti-gar Roazhon ha pakañ a rae he dafar en he sac'h, sevel a reas ha lezel a ris anezhi da vont kuit dirazon, hep rannañ grik. Kanaouenn Jorj Jouin « Plac'h ar Pariz-Brest » a zeuas din em fenn ha mousc'hoarzhin a ris ma-unan, pa oan o tiskenn eus an tren. N'eus forzh petra ar c'hanaouennoù, ken pell eus ar wirionez, ken pell eus buhez an dud voutin ha dianav-krenn eveldon.

Glav a oa ganti c'hoazh a-dreuz an noz du pa erruis war ar straed teñval, ar poulladoù dour a-hed ar riblenn-straed evel melezourioù da c'houleier ar c'hirri-tan. Ma lakaat a ris da gerzhout. Ma lakaat a ris da vutuniñ unan daoust d'ar glav na oa ket ken yen. Ma lakaat a ris da skrabat ma fenn. Ma lakaat a ris da huanadiñ. Ma lakaat a ris da gavout hir an amzer betek ma gwele. « Plijet-bras on bet ouzh da welout atav, pokoù bras a ran dit, da gousket ez an=) » Ha setu, edon o paouez kompren e oa tu din mont en-dro gant ar plac'h am boa kuitaet c'hwec'h miz zo. Petra a rin avat?

Partager cet article
Repost0
Pour être informé des derniers articles, inscrivez vous :
Commenter cet article